RADIO KREIZ BREIZH

102.9 Mhz - 106.5 Mhz - 99.4 Mhz

Abadenn Pikous Dibikous

An abadenn veure

7e30-9e, deus al Lun d’ar Gwener, evit dibikouzañ e kompagnunezh Enora Molag (RBG) ha Tomaz Laken (RKB). Pennadoù-kaoz, kronikoù, sonerezh deus ar bed a-bezh, keleier ar vro hag ar bed ha mouezhioù brezhonegerien ha brezhonegerezed an amzer a-vremañ. Un abadenn produet gant radioioù brezhonek ar rouedad Radio Breizh ha gant skipailh kazetennerien.ezed Brudañ ha Skignañ (BHS).

Baleadenn en Traouieroù da heul Bleuñvenn Konan

Pourmenadennoù aozet dindan tok Ti an arvor Ploumanac’h ha kêr Perroz-Gireg, kinniget gant Bleuñvenn deus ar gevredigezh Nevez-amzer Tregastell

Tim Lipouz : keginañ gant louzoù ha bezhin !

Emañ paotr yaouank Tregastell o pleal er mare-mañ gant ul levr rekipeoù divyezhek !

Dihanet eo bet ar « paotr-saout lannioù » da zont da Greiz Breizh

Henri Morvan a gomz deus ar « paotr-saout lannioù », un evn en dañjer da vont da get

Barzhaz 2021

« Inosant », ul levrig skrivet gant Paskal Hervio evit ar grennarded, embannet gant Al Liamm

An DEM sonerezh hengounel e Bro-Dreger

Pennad-kaoz gant Kaou Davay a zo gant e vloavezh-studi diwezhañ

Stur an avel : gwrizioù hollvedel Denez

Bleinet gant Stur an avel e konta Denez deomp e garantez evit ar gwerzioù

Miz zo eo okupet teatroù ar vro

Pennadoù-kaoz gant Jean-Yves Gourvez ha Christophe Correc. Ouzh mikro Klariz Bailleul…

KONTADENNOÙ FAÑCH AN UHEL WAR LEC’HIENN KUZUL AR BREZHONEG

Bep miz war lec’hienn Kuzul ar Brezhoneg e vez kinniget ur gontadenn tennet deus « Kontadennoù ar Bobl » Fañch an Uhel

Gildas Grimault evit Kelennomp! : diaesterioù en eil derez

Reform al liseoù zo bet un dra fall evit ar brezhoneg hag evit yezhoù minorelaet ar Frañs

Carré Magique Lannuon aloubet : teirvet sizhun

Pennad-kaoz gant Gaby Kerdoncuff, soner trompilh, hag Erwan Hemeury, komedian, konter ha muzisian

Laure Alart, an diorren sevenadurel e Bro Kornôg Kreiz Breizh

Laure Alart a zo tri miz zo gant ar gefridi diorren ar sevenadur evit Bro Kornôg Kreiz Breizh

Dibab ha bihanaat al loustoni gant Aodren Trehin

Aodren e karg da gelaouiñ war ar mod da zibab ha da vihanaat al lastez war dachenn Roue Morvan Kumuniezh

Evit ma chomo bev ar c’hreizennoù-degemer !

Riwanon an Habask deus an UBAPAR ha Rozenn an Dreo deus Ti ar C’hoajoù er Chapel-Nevez

Amélie Brard en karg eus diorren ar brezhoneg er magourioù evit OPAB

Adalek Gwengamp emañ o labourat da gas ar yezh war-raok e bed ar bugaligoù, bed ar magourioù.

Rene Gwern, penn klinikenn adiktologiezh ospital Bear

Rene Gwern a sikour an dud klañv da vezañ dizonet

Dominique Jouve war glask tud ar vro

« Dominique Jouve, en quête de rencontres », ur pennad-kaoz gant paotr Plougernevel bet embannet e niverenn 265 ar gelaouenn Musique bretonne

Splann ! Lañsañ enklaskoù e Breizh

Gwenvael Delanoe a gomz demp deus ar media nevez savet a-benn kas ul labour kazetenniñ dishual ha digabestr er vro

Gwerliskin : Foenn e-barzh ar botoù-koad

Pennad-kaoz gant Michel Queniat ha Gwennael Segalen ba Kerdennet, Gwerliskin, diwar-benn an embregerezh Du foin dans les sabots

Bulad-Pistien : ingalañ tier da lojañ kozh ha yaouank

Pennad-kaoz gant Olivier Charles, maer Bulad

Goélettes bretonnes, istor an aocherezh etre Breizh ha Kembre

Pennad-kaoz gant Jacqueline Gibson deus ar gevredigezh Océanide

Marvailhoù Jañ-Louilh ar Rolland

Jef Fulup a gonta deomp deus ar c’honter Jañ-Louilh ar Rolland, bet ganet e 1904 e Tabrien, Kerne-Uhel

Ampellaet dorioù-digor Diwan : sell Kristof Marquier

Da belloc’h e vo kaset dorioù-digor ar skolioù Diwan. Goulennet meump soñj ur skolaer deus Bro-Dreger

La littérature bretonne de langue française dindan renerezh Pascal Rannou

La littérature bretonne de langue française, gant Yoran Embanner. Un oberenn a-stroll graet dindan renerezh Paskal Rannou

Kallag e-mesk kumunioù ar programm Petites villes de demain

Pennad-kaoz gant Jean-Yves Rolland, maer Kallag

An Arvest : un torkad barzhonegoù ha livadurioù gant Bernez Tangi

An Arvest, barzhonegoù ha livadurioù diwezhañ ar barzh Bernez Tangi

Gwell : pinvidigezh saout ar vro

Ur rekipe laezh-tev, graet diwar laezh gouennoù saout ar vro. Hiroc’h gant Marion Henry, produerez Gwell war menaj ar Buis Sonnant e Plougernevel ha Roje Abalan, peizant war ur menaj bihan e Kergonan, e Plouharnel

RKB sa Rostrenn !

Emañ tud Radio Kreiz Breizh o tilojañ. D’ar Merc’her 20 a viz Genver e oa deuet ur bagad tud a-volontez vat da sikour diblasañ kartoñsoù hag all…

CHIPS : ur film gant skolidi Diwan Plounevez-Moedeg

C’hoarvezout a ra traoù war an tamm douar pato-mañ me ‘lâr deoc’h !
E-skeud ur chanter arkeologel zo bet kavet e bourk Plounevez-Moedeg, en Aojoù-an-Arvor, un dra dic’hortoz. N’eo ket darbodoù an hini zo bet kavet nag ivez ostilhoù deus…

Seizh Awel Koñford-Berc’hed

Sticky post

Abadennoù diwar-benn ostaleri ar Seizh Awel er bloavezhioù 1980

Barzhaz Nedeleg 2020 !

Levrioù da brofañ da Nedeleg kinniget gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg !

Klak Klak Klak ! : ar Vendée Globe deiz-ha-deiz gant Marin

Poent sevel an eor ! Everest ar meurvorioù, ar redadeg veur, emgav ar foeterien-morioù, distro eo ar Vendée Globe ! Bemdez, gant Marin, heuliit troioù-kaer ar skipperien hag o bigi, loc’het d’an eizh a viz Du eus traezhennoù Olonna evit…

Jean ar C’halvez, « drive ar gwellañ gwin »

Adalek ar Gwener 4 betek ar Sul 6 a viz Kerdu e vo un « drive ar gwellañ gwin » e Kerdaniel, Ploulec’h.

Teñzor ar brezhoneg komzet

Un dro-lavar, ur rimadell da selaou, da skrivañ en un tu bennaket, da zeskiñ ha da lâret war-lerc’h…

Adouilhañ

An hini zo sot hag a oar…

Ar c’houlz-mañ ‘r bloaz

Arri eo laosk e lêrennoù

Pennad-kaoz gant Marsel Roparz

Un diellfilm diwar-benn Polig Montjarret zo bet graet nevez zo gant Philippe Guilloux, realizatour deus Karaez, « Polig Montjarret, un enfant du diable ». Ur film un eur hanter diwar ar soner ha dastumer brudet.

Ha sell aze un…

Rod ne’o Youenn Lange

Deuet eo er-maez pladenn gentañ Youenn Lange. Un dek gwerz ac’h a d’ober ar bladenn Rod ne’o. Gwerzioù a-gozh met ivez ur werz nevez gompozet gant un den deus Bro-Fisel. Un oberenn dreistordinal kaset da benn vat gant sikour al…

Lennegezh ar brezhoneg en ugentvet kantved (1968-2000)

Setu deuet er-maez pedervet ha diwezhañ levrenn « lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved » Frañsez Favereau embannet gant Skol Vreizh. Ur sammad traoù diwar al lennegezh diwanet diwar mare 1968. Un embannadur dezhañ un istor drol a-walc’h pa oa bet skrivet…

Barzhaz 2020

Emgav gant tud Kuzul ar Brezhoneg a ginnig deomp al levrioù nevez embannet gant an tier-embann brezhonek.

Demp d’an aod vev hudu, da heul Davy Jaouen, ul levr embannet gant An Alarc’h Embannadurioù.

Hudu e…

War-Sav ! Pladenn gentañ

A-benn nebeut e teuy er-maez pladenn gentañ ar strollad War-Sav ! Dre al lec’hienn HelloAsso e c’halle an dud abaoe un toullad sizhunioù souten anezhe. Hag aet eo ar bern en tu all da 10 000 euro…un taol-kaer !

Kaou…

Breizh ar broioù : Bro Fisel !

Div bladenn hag ul levrig da heul nevez deuet er-maez gant ar gevredigezh Dastum. Er rummad Breizh ar Broioù : Bro Fisel !

Bzzz, bzzz, bzzh…

Ur gronikenn nevez diwar-benn ar gwenan hag ar re a vez war o zro, ar wenanerien. Tomaz en deus lakaet ba e soñj mont da welet anezhe bep sizhun… Un doare da ledañ deskamant war ar gwenan ha da reiñ…

A-dreuz ar parkoù

Peseurt mod e konta ar vrezhonegerien deus ar plantennoù zo tro-dro dezhe ? Toullo an douar a-benn kavout ur graoñenn douar ha dibiñ anezhi, teno ar groc’honenn deus dindan un delienn dule evit soanial ur boac’hadenn, troc’ho un dreujenn…

Champ d’expression ba Kermaria Lokarn

« Champ d’expression », ur gejadenn etre bed an arzoù ha hini al labour douar a zo bet aozet evit ar bloaz c’hoazh e kreiz Breizh, gant ar gevredigezh La Fourmi.e.
E-pad ur pennad zo chomet arzourien hag arzourezed war peder…

Marie Follezou

Ar Gindi, ur saonenn gaer e lec’h ma vije labouret al lin gwechall, kostez Minihi-Landreger. Marie Follezou zo bet o terc’hen un ostaleri enañ e-pad 27 vloaz. Ur c’hoñvers bet digoret gant he zud e miz Ebrel 1939, un toullad…

Filomena Kadored, ur bluenn entanet

Ul levr nevez diwar-benn Filomena Kadored, barzhez Bonen, e-kichen Rostrenen, zo deuet er-maez ar wask. Tri bloaz zo en devoa skrivet Michel Simon ul levr kentañ diwar oberenn gwerzaouet ar skrivagnerez, he c’hanaouennoù dreist-holl. Dalc’het en deus an hini…

Ur servij da ditouriñ ar re yaouank gant Anne Mirail

Anne Mirail a ra war-dro d’al lec’h titouriñ ar re yaouank e Karaez. Hemañ zo ur servij digoust ha dizanv. Emañ e-barzh ar C’HLAJ hag a vez o pleal e-pad ar bloaz gant ar buheziñ evit yaouankizoù Poc’hêr kumuniezh….

Michel Toupin ba manifestadeg Nokia

402 bost labour a c’hallfe bezañ diskaret en embregerezh Nokia e Lannuon. Diriaou (17/09/20) e oa en em dastumet un 200 a dud e Lannuon da gerzhal asambles etrezek klejoù an embregerezh. Michel Toupin, bet o labourat e-pad bloavezhioù…

Toutouig, un heuliad da zonet gant Brezhoweb

Un heuliad nevez zo da zonet gant Brezhoweb, ar chadenn nemeti e brezhoneg penn da benn, diwar-benn ar rimadelloù… Ur reportaj ba Kerozern, Ploubêr.

gant Dewi Siberil ha Daniel Giraudon

Marie-Christine Pécheux, renerez Lise Xavier Grall Loudieg

Ul lise vicherel, e liamm gant ar vro dost. Dont a ra tud yaouank d’en em stummañ eno hag aezet a-walc’h e vez kavet labour gante goude-se e-barzh ospitalioù hag EHPADoù ar c’hornad. Eno e vez kavet ul lec’h…

Cabaret Rocher war-eeun en abadenn veure !

Etienne Cabaret ha Christophe Rocher e-barzh Pikous-Dibikous diwar-benn « La marche des lucioles », pladenn nevez an daouad Cabaret-Rocher (label Musiques Têtues).

Hag un tamm kont ivez diwar an Octet Cabaret-Rocher a vo o seniñ digwener (02/10/20) da noz e sal…

Neventioù Al Lanv gant Padrig an Habask

En distro-skol e oamp gant Padrig an Habask, rener Al Lanv, da gomz deus levrioù nevez deuet er-maez gant an ti-embann, hag en o-mesk, un torkad barzhonegoù berr kinniget gantañ e-unan.

Ul levr gant Máire Zepf ha Shona Shirley Macdonald,…

Free Brain ha Laou war-eeun en abadenn Pikous Dibikous !

Awen Prijan, Léandre Savineau, kañfarded an daouad FBL war-eeun abred diouzh ar beure !

Jean-Yves Rolland, maer nevez Kallag

D’ar Sul 28 a viz Even e vo graet eil tro ar votadegoù-kêr sañset. Met e-barzh 1228 kumun diwar ar 1417 a zo en Breizh 5 departamant eo bet dilennet an dud en dro gentañ. Ha ba meur a lec’h…

Brieg Guerveno : ur bloavezh gwenn evit al labourerien krog-diskrog

Pennad-kaoz gant Brieg Guerveno, arzour, teknikour war ar son. Embann a ra e soñj diwar ar blegenn m’emañ al labourerien krog-diskrog er mare-mañ.

Rozenn Grall klañvdiourez en EHPAD Keravel Karaez

Penaos eo bet kont e-barzh EHPAD Keravel abaoe kreiz miz Meurzh ? Hag un toullad goulennoù all ouzh Rozenn Grall, klañvdiourez war dro d’ar reoù gozh e Karaez.

Ar brizonidi e-tal enkadenn ar c’horonaviruz

Ur pennad-kaoz gant Kita deus skipailh L’Envolée.
Hiroc’h war o lec’hienn internet…

http://www.lenvolee.net

Al lip zo mat ! Petra zo da goan ? Tajin vejetarian !

Gant : Nolwenn Falezan

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine

Petra zo da goan ? Tajin vejetarian !

Etre an daou laer (Brug, 1913)

Gant : Nolwenn Falezan

An Aotrou Teo, e gof araog, a lâr d’ar paour :
« Perak eta, paotr kaezh, perak c’hoantaat aour ? »
Ur skrid bet embannet e-barzh niverenn 11 ar gelaouenn Brug, e miz Du 1913.

Sonerezh gant Erwann Tobie hag Heikki…

Lellig : abadenn nevez Annie Ebrel !

A-benn un tamm amzer emichañs e vo moaien deoc’h gwelet ha klevet abadenn nevez Annie Ebrel. En em lakaet eo kanerez kreiz Breizh war un dro gant Ronan Pellen, Daravan Souvanna ha Clément Dallo da ginnig deoc’h un arvest kaer…

Marthe Vassallo : bezañ ur vaouez e-barzh bed ar muzik e Breizh

E miz Here 2019 oa bet pedet ar ganerez Marthe Vassallo da gomz deus ar preder ha deus ar skiant prenet ganti. An dra-se oa e-kerzh ur c’hendiviz aozet gant ar gevredigezh La Talvera, en Albi. Ar c’hollok-se, diwar intrudu…

Un hentenn divyezhek e skolaj Kallag en distro-skol 2020

Laure-Line Inderbitzin, kelennerez vrezhoneg skolaj Gwer Halou Kallag diwar-benn ar raktres filierenn diyezhek.

Ur vedailhenn da Gi Yonkour

Gi Yonkour zo bet veteriner e-pad 40 vloaz ba kanton Kallag. Hag e penn kentañ ar bloaz 2020 oa deut da vezañ « marc’heg urzh merit al labour-douar ». Ur vedailhenn ‘vo roet dezhañ kement hag anveout ur vuhez a labour war-dro…

Lisañs ar stummerien vrezhoneg : eil sezon !

Gant : Fulup Kere, Liliane Thoraval

E miz Gwengolo 2019 oa bet lañset ul lisañs nevez e skol-veur Roazhon 2. Un aotreegezh vicherel FCIS (Formateur-Conseil Indépendant ou Salarié) opsion brezhoneg. Ur stummadur da vont war dachenn ar stummañ hag ar…

Autour d’Elle en Aodoù-an-Arvor

Gant : Monique Masson

E 2009 an hini oa bet lañset ar gouel gant kumun Plouvagor, war digarez devezh etrebroadel gwirioù ar maouezed. Evit ar bloaz e c’hoarvezo traoù war seizh parrouz deus kumuniezh-kumunioù Gwengamp-Pempoull. Betek ar 15 a viz…

Le livre blanc de l’après-tourisme. Bretons de passage

Jean Ollivro, kelenner douaroniezh ha prezidant ar think tank Bretagne Prospective. Peseurt mod ober evit na rafe ket an douristelezh droug d’ar vro ? Evit ma vefe koazhet gant ar vro hep reiñ poan-gof dezhi ? Penaos ober evit ma…

Prest oc’h ? Krogit ! Kampionad etrebroadel Back-Hold 2020 e Gwengamp

Gant : Trifin Koig-Loquen

Marteze ne oarit ket gwall vat petra eo ar Back-Hold ? Ar gouren-se a deu deus Bro-Skos hag anveet eo ivez ‘ba hanternoz Bro-Saoz. Ur briata, ar groñj war skoaz eben, hag an daouarn peg-ha-peg a-dreñv…

Ur garta evit an ekologiezh e Kawan

Gant : Marino An Taleg, Nil Kaouisin

Emgav a-benn disadorn 22 a viz C’hwevrer e Kawan !

Glac’haret begoù-lipous kreiz Breizh !

Gant : Kristian Morzedeg, Janed Morzedeg

E penn kentañ ar bloaz 2020 oa serret stal patisiri Kristian Morzedeg. Tri-ugent vloaz zo oa bet digoret ur vagajenn gant e dud e Rostrenn. Kristian ‘n oa disket ar vicher gant e…

Barzhaz Bihan Galiza – Mostra de poesía galega

Gant : Gwendal Denez

Barzhaz Bihan Galiza, un dibab barzhonegoù galizek, lakaet e brezhoneg gant sikour kelennerien deus skol-veur Roazhon 2.

© 2021 RADIO KREIZ BREIZH — 02 96 45 75 75 — Haut de page ↑

Conception www.tryptyk.fr Mentions légales