Evit lidañ Nevez-hañv ar varzhed, un darvoud e Bro-c’hall a-bezh a vez e miz Meurzh, en deus Lieux Mouvants pedet Denez Prigent da lenn e varzhonegoù e brezhoneg. Ur sapre avañtur evitañ peogwir n’en deus ket lennet anezho dirak ur publik gwezh ebet.
Sandrine Mevel a lenno ar barzhonegoù e galleg hag Yvon Le Menn a lenno e varzhonegoù dezhañ ivez.