RADIO KREIZ BREIZH

102.9 Mhz - 106.5 Mhz - 99.4 Mhz

Dielloù

Breizh dre Radio Kreiz Breizh

Abaoe un dek vloaz bennaket e vez klevet konto muioc’h-mui deus ar glad sevenadurel dizanvez. E 2008 oa bet lakaet Anna Sohier da guzulierez-kêr en karg deus ar PCI (Patrimoine Culturel Immatériel) e Roazhon. Er memes bloaz oa krog un nebeud tud bodet war-dro d’ar gevredigezh Dastum, da labourat evit ma vije lakaet ar festoù-noz war renabl an UNESCO. E 2013 oa bet savet ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité, « gouestlet d’ar broudañ ha d’ar skignañ danvez sevenadurel Breizh hag al liesseurted sevenadurel e pemp departamant Breizh ».

Un daou-ugent vloaz zo bennaket oar krog, e kreiz Breizh, da zastum da vat komzoù tud ar vro, brezhonegerien an darn vrasañ anezhe. Gant Kazetenn ar Vro Plin adalek 1978, ha gant Radio Kreiz Breizh da heul, zo bet enrollet milieroù a bennadoù-kaoz gant brezhonegerien a-bep sort. An dielloù-se zo ur vammenn dihesk, kazi a-walc’h, evit ar vrezhonegerien a-vremañ. E 2013 oa bet numerizet un nebeud mat a gasetennoù gant tud ar gevredigezh Dastum, Ifig Troadeg ha Malik ar Rouz. Hudu-an-deiz e talc’h al labour-se da vont war-raok, dre youl vat un dornad tud, ha bepred gant sikour ar gevredigezh Dastum, krouet e 1972.

Fest-deiz war RKB, bep Sul a-raok kreisteiz !

Bep Sul a-raok kreisteiz, dañsomp tout gant dielloù RKB !

Teir blac’h yaouank gant Yann-Fañch Kemener

Ur ganaouenn kanet gant Yann-Fañch Kemener e-kerzh Kan ar Bobl Duod e 1987

Person an Drinded gant Yann-Fañch Kemener

Person an Drinded, ur gontadenn gant YFK kontet e Ti Pikouz e miz Kerdu 1993

Istorioù Pierre Ollivier

Istor ar « mel’our » kontet gant Pierre Ollivier e miz Here 1996

Fulup « ar skañv »

Ur gontadenn gant Jermen Boutier

RKB-2018-0017

Fulup oa anvet « ar skañv » dre an askont ‘nije soñj deus netra. Un devezh ‘lâras e vamm dezhañ mont d’ar marc’had da glask ur pas-gloan dezhi. Hag Fulup ‘h eas d’ar marc’had.

Pa…

Jermen Boutier

RKB-2018-0017

JB : Da krec’h emañ ?

HB : Ya. Soñj ‘peus pelec’h ‘peus desket anezhi [ar gontadenn] ?

JB : Gant ma zad. Pa oan yaouank. Pa oan en oad a… Oh, me ‘meus klevet ar re-se alies heñ. Met pa oan arri…

© 2021 RADIO KREIZ BREIZH — 02 96 45 75 75 — Haut de page ↑


48 rue Olivier Perrin 22110 ROSTRENEN // Ti Ar Vro - 3 Place du Champ au Roy 22200 GUINGAMP

Conception www.tryptyk.fr Mentions légales