RKB-2018-0017

JB : Da krec’h emañ ?

HB : Ya. Soñj ‘peus pelec’h ‘peus desket anezhi [ar gontadenn] ?

JB : Gant ma zad. Pa oan yaouank. Pa oan en oad a… Oh, me ‘meus klevet ar re-se alies heñ. Met pa oan arri da pe’rzek, pemzek vloaz ‘moa komañset skrivo anezhe. Ha skriven anezhe war kaieroù-skol. Ha diwar ar re-se ‘meus adkopiet anezhe neuhen war feuilhennoù all. Memes ‘meus machinet anezhe gant ur mekanik-skrivo.

HB : C’hwi zo deus amañ pe deus ur barrouz all ?

JB : Me zo ganet en Sant-Servez. Hag ma yaouankiz ‘meus tremenet ‘ba Sant-Negan, en Kerien. Hag goude oan dimezet oan aet da broioù all. Ha naontek vloaz zo ec’h on deut war ma c’hiz da Sant-Servez.

HB : Peseurt broioù all ?

JB : E-barzh euh… en-dro da Bariz. En-dro da Versailles memes. Saint-Nom-la-Bretêche ha neuzen euh… Montfort-l’Amaury.

HB : Ha desket ‘poa skrivañ ha lenn brezhoneg pa oac’h yaouank ? ‘Bar skol ? Penaos ?

JB : Nann, er gêr. Ma zad a lâre din penaos skrivo ha ma raen fall e vije lâret din ‘mije graet fall. Ma zad skrive ha lenne ar brezhoneg mat. Hag ur journal ‘nevoa. Euh… Breiz, a nije bep sizhun. Ha diwar honnezh e vije bernioù kontadennoù, kanaouennoù ha traoù all c’hoazh.

HB : Ha breudeur ha c’hoarezed ho poa ?

JB : Ya, breudeur ha c’hoarezed ? Pe’r breur ha c’hwec’h c’hoar. Me eo an unneg’et. Ur vandenn vugale. Ha bremañ n’omp ket ‘met c’hwec’h ken. Pemp plac’h ha ur paotr.

HB : Hag ar re all a ouie lenn ivez ha skrivañ brezhoneg ?

JB : Ar re all ‘oar brezhoneg ivez ha lenn brezhoneg ivez, matreze pas evelton kar neuint ket bet euh… Koshoc’h ‘oant tout, ha me oa yaouankoc’h, ‘ma muoc’h a amzer. Pe vijemp ‘faesa saout ha tout, me a vije ul levr ganin, hag a ziske, ya.

HB : Hag peseurt koulz eus ar bloaz e vije distaget kontadennoù evel-se ?

JB : Ah, en-kreiz ar goañv. Euh… Adalek ‘vije laket an here(ñv). Betek… Pe vije arri miz Meurzh pe e-giz-se. Pe vije hir an noz ha berr an deiz. Pe vije ket re skuizh an dud. Du-mañ e vije bemnoz ec’h arrie tud da selaou ma zad ‘lâr’ kontadennoù. Hag soñj ‘meus ur wech, war-lerc’h kontadennoù, an dud o selaou en-dro d’an tan, ‘b ar korn ar c’hogn, a nivoant graet ur c’hoari mouchig-dall. A vije graet evit ‘nom divertisañ un tamm bihen. Hag ‘meus soñj…Me oa ‘n em sav en kreiz ar c’hogn, hag unan o tremen, a stokas diñ ha diskar ac’hanon war ar c’hlaouiasenn dan ha poac’het ma morzhed.

HB : Aze ‘oac’h yaouank ?

JB : ‘Ma ket ‘met seizh vloaz. Seizh vloaz ‘ma neuze, ya.

HB : Ha penaos e vije graet evit derc’hel soñj ?

JB : Evit derc’hen soñj ? Me ‘ouian ket ‘vat ! Ma zad ‘niva soñj deus tout ar re-se. Memes pa oa arri en-dro da be’r-ugent vloaz ‘neva kompozet ur ganaouenn, met honnezh ‘ma ket kopiet… Domaj eo kar ur ganaouenn vrav oa.

HB : Ha deus petra ‘vije kaoz ‘bar c’hontadennoù ?

JB : Oh, deus kalz a draoù, deus al lutuned, ar gorrandoned, deus ar gwarsed vat, deus kalz a draoù, ar gannerezed-noz. Deus a bep sort, a bep sort traoù, al laerien… añfin tout, un tamm deus tout. Me ‘meus gwelet tud ‘hont da yêr hag a lârent ‘gredjent ket mont da yêr ha ‘vije ret d’un all mont da gas anezhe, gant an aon da rañkontr, da gaout al lutun war o hent. Treuz parkoù ‘h ae an dud, gwinojennoù a vije.

HB : Se oa evit lakaat an dud da gaout aon pe da lakaat o sperejoù da soñjal ‘ba traoù all, en diavaez d’ar vuhez ? Evit petra oa se ?

JB : Na vije ket, na vije ket soñjet ‘ba traoù deus se. Met an dud a blije dezhe klevet kontadennoù. Ha neuhen d’ar mare-se, a-wechoù e vije graet troioù d’an dud da noz gant ur rummad all. Ma vije unan aze ‘nije aon. Eñ oa sur da vezañ spontet. Pugur ‘meus soñj – se oa un tamm a-raok ar brezel – a oa unan hag a neva lâret : « oh, emezañ, kontadennoù ha traoù met me ‘mez ket aon james ». Ha ‘nevoa lâret d’ar re all neuzen ober ur c’hoari kartoù. Ha ‘nevoa lâret ar re all : « Ma, kentañ gwech ‘tey pa(r)i ‘(v)o graet aon dezhañ ». Ha petra ‘nivoant graet, eo kreuziñ ur betaravezenn, lakaat ur voujienn e-barzh hag ober daoulagad ha ur ginoù ha tout dezhi. Ha ‘rae evel un den hag un oa gant ur vazh hag a zerc’he anezhi. Ha goude neuhen, un all ‘neva lakaet un niñsel war e gein. Ha pa oa arri hemañ da zont ‘tresk dezhe oant komañset da lâret pedennoù ha traoù… Kompren a rit da noz… hemañ oa spontet, ha oa deut war e giz d’al lec’h oa o c’hoari kartoù, ‘na ket kredet mont d’yêr. Hag ar re all a c’hoûle gantañ « met petra zo arri ganit ? Te ‘fa lâret ‘fije ket aon gwech ebet ! » « Ah, nann, emezañ, met ahe me ‘meus gwelet, me ‘meus gwelet ul lutun ! » Ha ne oa ket evit kavet e elan ken spouronet ‘vel a oa.

HB : Ha petra ‘vije graet e-pad ar beilhadegoù evel-se ? Selaou an dud, pe labouret ‘vije un tamm ivez diouzh an noz ?

JB : Ah ‘vijent ket, ‘vijent ket o labourat. Goude neuhen pe vije arri an nevez-amzer – en nevez-amzer c’hoazh ‘vije ket kalz… geo, lakat… tennañ pato, an dud o lakaat pato – met ken ‘vije arri neuzen an nevez-amzer ‘vije ar pardonioù dija, e komañse ar pardonioù. Pe vije arri neuzen ar foenn. Ar foenn ‘vije ket graet kalz. Pe vije arri an eost. E vije graet un nozvezh war-lerc’h un devezh dorno, a vije graet evel ur fest-noz, kanerien hag paotred a gane hag an dud a zañse, ‘oa ket sonerien d’ar mare-se. ‘Oa ket evel bremañ. Bremañ ‘bar festoù-noz e vez sonerien met gwechall ‘vije ket ‘met kanerien.

HB : Ya, met pa vije festoù-noz ‘vije ket kontadennoù ?

JB : Ah, nann. Neuhe ‘vije ket kontadennoù. Oh, a-wechoù ‘vije ret dezhañ lâret ur gontadenn pe vije ba du-mañ. Pe vije arri an devezh(-dorno) ba du-mañ ‘vije ret dezhañ lâret ur gontadenn pe div. Dern a vanke dezhe klevet ur gontadenn. Petramant kanaouennoù. Ha ma zad a gane. Kano ‘rae kanaouennoù brezhonek. Hag an dud a blije dezhe klevet kanaouennoù. Ha neuhen gwechall ‘vije ket kalz a ganaouennoù gallek heñ, brezhoneg tout. Ar re zo ba ma noad, kazi tout ‘neus disket o c’hatekizoù en brezhoneg, o fater en brezhoneg. Tout ‘vije en brezhoneg. Memes an oferenn ‘vije lâret en brezhoneg. Ar sermon, tout, tout ‘vije en brezhoneg. Na oa ket evel bremañ. Bremañ eo aet tout en galleg. Brezhoneg ha latin ‘vije alies. Met bremañ ‘vez ket komzet ken brezhoneg ‘ban ilizoù. Kantikoù c’hoazh a vez derc’het hiniennoù. Pa vez pardon ur sant pe ur werc’hez bennak. Pe ur santez.

HB : Hag an dud a deue deus pell da selaou ho tad o kontañ traoù evel-se ?

JB : Oh ya, dont a raent deus pell, deus pell-mat. Oh ya, gwelet ‘meus… pegement a lâran dac’h, izhpenn ur lev, ouzhpenn div lev a rae ur bern, an eil a lâre d’egile, hag an dud a teue da selaou. Plijadur ‘vije gante o klevet. An eil a lâre d’egile, ‘vije ket memes re derc’hmat petramant ‘ve bet leun an ti. Hag unan a lâre d’an dud dont eo an amezeg ‘oa tost dimp. Hennezh ‘niva kaset ar vrud e lâre ma zad kontadennoù kaer ha hir. Oh dern a vije hir ! Ha me ‘meus klevet ar re-se abaoe oan bihen beket oan arri ugent vloaz pe izhpenn. Memes ‘meus klevet anezhañ lâret d’e vugale-vihen goude. A vije lâret « Tad-kozh, lâr ur gontadenn din ‘ta ! » Memes oa un a oa ba Pariz ‘oare ket kalz a vrezhoneg met disket ‘na brezhoneg ha kontadennoù tad-kozh ‘vije ret lâret dezhañ, goude ‘gomprene ket tout, bopred ‘vije ret lâret dezhañ, ya.

Jermen Boutier ouzh mikro Herve ar Beg e 1986.

Mersi bras da Yann-Erwan Plourin evit bezañ sikouret da drañskrivañ ar gontadenn-mañ ha da sevel an notennoù a-heul.

Notennoù
• Hereñv, semailles (alese anv ar miz)
• « Pari ‘vo graet aon dezhañ », je suis presque sûr, il est à parier, qu’on va lui faire peur
• « o faesa saout », deus maesa, garder (les vaches), gant léniprovection (Jean-Yves Plourin, Tammoù gwaskin, 2005, p.488) Idem : « mamm-gozh ‘futunat ba’n toull kogn… »
• « gwarsed vat » : gant / a / berr ba’n adjektiv, des costauds ; N’eo ket ar memes tra ‘vel : « gwazed vad » gant / a / hir, de bons maris (Cf. Jean-Yves Plourin, Initiation au breton familier et argotique, 2000)
• elan = alan, anal ; « kavet e elan », respirer