Peseurt mod e konta ar vrezhonegerien deus ar plantennoù zo tro-dro dezhe ? Toullo an douar a-benn kavout ur graoñenn douar ha dibiñ anezhi, teno ar groc’honenn deus dindan un delienn dule evit soanial ur boac’hadenn, troc’ho un dreujenn koad haleg evit ober un troad forc’h… Servij a ra ar plant ‘vit kement a draoù ‘b’ar vuhez. Dre ar gronikenn-mañ e klaskimp, gant Laurent Gall, kompren sell ar Vretoned diwar bed ar plant, ha da heul, diwar an dud, diwar ar gevredigezh.