Ar sizhun-mañ omp ba Plougraz gant Simone Alvès ha Yann Gourvil, skipailh « Astrakan project ». Ur strollad maget gant beajoù a-dreuz hag a-hed an Europ, dezhe ur son breton a-vremañ levezonet gant sonerezhioù bro Turki ha bro C’hres…
Bep ar mare e vez klevet komz deus raktresoù souezhus gant Astrakan Project : arlene, ur c’hover brezhonek deus ar ganaouenn Running up that hill ; peotramant ur raktres arzel da goulz devezh etrebroadel gwirioù ar maouezed ; ha c’hoazh, e kreiz miz Ebrel, ur protest song nevez-flamm, « Seizh Devezh ». Digarezioù da lakaat bep taol un toullad tud all e-barzh ar jeu evel-just…