Ouzhpenn 1000 a dud a oa bet o vanifestiñ disadorn veure e Gwengamp da zifenn ar servijoù yec’hed er vro. Tud deus an ospital, sindikajoù, dilennidi ha tud deus ar vro a oa deuet da c’houlenn groñs ma chomo ospital Gwengamp un ospital klok, gant un ti-gwilioudiñ hag ur servij surjianerezh o vont en-dro noz-deiz. Gant diskred bras emañ an nen o c’hortoz an danevell fiziet gant Ajañs Rannvro ar Yec’hed en ispisialour Bruno Rossetti. Un danevell a ginnigfe serriñ ar servijoù-se.

A-benn talañ d’an ARS e kendalc’h an dud da stourm war an dachenn hag emañ dilennidi tolpad-kêr Gwengamp-Pempoull o prientiñ kinnigoù disheñvel diouzh reoù Ajañs ar Yec’hed hag a zlefe bezañ embannet e-kerzh ar miz. Kinnigoù da zerc’hen mort d’ar servijoù gwilioudiñ ha surjianerezh, ken talvoudus da dud ar vro. Selaouomp Yann-Fañch Durand da gomañs. Hennezh zo e-mesk kenbrezidanted ar strollad difenn an ospital…

Foto Facebook Yann-Fañch Durand