Evit gellout kompren ar psikologiezh, n’eo ket fall kaout un nebeut displegadennoù diwar-benn ar micher psikologour, bredour, ha psikanalist, bredelfenner. Kompren ivez petra reont gant an dud a teu da welout anezho, plas al louzoù, hag an diforc’h etre an dud gant un neuroz hag an dud gant ur psikoz.

Ar psikologiezh klinikel

Ar vredoniezh klinikel, pe psikologiezh klinikel a zo un doare disheñvel da soaniañ ‘vit ar psikiatriezh, ar vredvezekniezh. Ar psikologour a zo aze evit selaou an den, hep lakaat anezhañ pe anezhi da soñjal e oar pep tra en e blas pe en he flas.

Ar bredelfennerezh – Psikanaliz

Petra eo an diforc’h resis etre ur bredour.ez, ur psikologour, hag ur bredelfenner.ez, psikanalist ? Daoust hag eo ret kaout traoù da ziskoulmañ evit mont da welet ur bredelfenner.ez ? Ha petra e c’hell degas deomp ?

Kleñvedoù spered

Daoust hag eo rol ur psikologour lâr d’un den gant peseurt kleñved spered emañ tapet mare-mañ ? N’eo ket hervez Clément Guillanton, psikologour klinikel, pe bredour klinikel e Montroulez.

Roll ur bredour

Penaos e c’hell ur psikologour kavout ar rol en deus da gaout dirak skoulmoù pe kleñvedoù an dud a teu da welet anezhañ ? Pa vez tud o tont just evit bezañ frealzet pe reoù all a zo tapet mat gant kudennoù korf hag empenn ‘blam d’an anken, ret eo d’ar medisin kaout ur c’hempouezh evit bezañ gante ha henchañ anezho trankilig.

Labour souten ar bredour

Pa n’eo nemet ar bredour amañ evit souten an dud peogwir ‘n eus ket voaien da bareañ anezho da vat, pe pas diouzhtu, penaos e ra pep bredour evit gouzout souten an dud ? Ha da betra servij mont da welet ur bredour neuze ?

Plas al louzoù

Pegoulz reiñ louzoù, pegeit amzer ha penaos en ober ? Sed aze sell Clément Guillanton, psikologour, pe bredour e Montroulez. Kontañ ‘ra deomp penaos sikour an dud o vevañ un diwaskadenn, dépression en galleg, gant al louzoù ha penaos dont a-benn da baouez.

TCC – Thérapie Cognitivo-comportementale

Clement Guillanton, psikologour e Montroulez a gomz deomp deus an TCC, Thérapie Comportementale et cognitive. Ar stumm-se da soaniañ an dud a lak ar bouezh war azonoù, simptomoù an dud muioc’h evit abegoù pe doareoù prederiañ ar re-se. Evit Clement, n’hall ket bezañ un doare da sikour an dud lakaat un niver a zevezhioù resis evit ma cheñchfe an den hervez pezh a c’hortoz ar gevredigezh deus e berzh.

Diemouezh an neurotek ha psikotek

An neuroz a zo stumm spered darn vrassañ deus an dud. Hag ur c’hard deus an dud a dremen dre prantadoù psikotek, ur stumm spered all. Plas an diemouezh etre an dud en un neuroz hag ar reoù en ur psikoz a zo disheñvel.