Loeizon Rizzo a zo bet stajiad e RKB ha savet ‘n eus ur reportaj hir war an adsavadennoù istorel. Peseurt aozadur ha c’hoantoù a vez gant ar strolladoù a gas adsavadennoù istorel ? Petra eo o liamm gant an istorourien.ezed ? Penaos eo ganet an adsavadennoù istor ha penaos int bet anavezet ha gwelet ‘vel un dra sirius tamm ha tamm ?
Mes ivez, a dreñv d’ar goulennoù aozadur ez eus ur sell politikel a zo start da lakaat a-gostez pa vez kement a dabutoù war an doare ma c’hellfe bezañ bet tremenet an darvoudoù en Breizh. Loeizon Rizzo a zo bet da gaout soñj Gwendal Lazarra, deus ar strollad Letavia ha Loig Jestin deus ar c’hevredigezhioù Gward an aod ha Soudarded.