Cheñchet eo ar reolennoù evit pezh a sell ar c’hontrajoù sikouret PEC. Kontrajoù anvet Parcours Emploi Compétences, sañset stummañ an dud ha sikour anezhe da vont ba bed al labour. Met ar c’helc’h-lizher embannet didrouz-kaer d’ar 7 a viz C’hwevrer zo un taol fall evit lod : berraet e vo ar c’hontrajoù PEC ha bihanaet ar feur-sikour. Ar feurioù uhelañ, betek 80 % eus ar SMIC ba takajoù diwar ar maez, zo bet lamet penn da benn… Meur a gevredigezh a zlefe bezañ lakaet diaes er mizioù da zont. E Ti ar Vro Landerne-Daoulaz emañ ar greizenn-dudi en arvar. Ha koulskoude e oa anvet ar bloaz-mañ evit prizioù dazont ar brezhoneg… Evit ar bed kevredigezhel ec’h achuo ar brezidantelezh-mañ ken fall ha ma oa kroget evel a zispleg deomp Tomaz Laken da gomañs.