Tennadeg pato a oa d’ar 26 a viz Eost en Kallag, e kreiz Breizh. Un dregont bennaket a dud a oa deuet betek ar « Jardin solidaire » da sikour serriñ ar patatez a vo lodennet en diskar-amzer hag er goañv etre tud ar Secours Populaire hag ar Restos du Coeur. Pemp mir a bato a zo bet kempennet gant sikour kamion servijoù teknik ar barrouz. Deomp da Gallag da selaou un toullad tud deuet da labourat en deiz-se : Isabelle Caignart, Isabelle de Lanjamet, Gérard ar Gag ha Huguette Provost.