Ur stummadur a zo bet lakaet e plas pemp bloaz ‘zo anvet CIAP : Coopérative d’Installation en Agriculture Paysanne. Ganet e penn-kentañ e Liger-Atlantel, ar stummadur-se, lañset gant ar C’honfederasion Peizant en deus pal dezhañ sikour an dud o deus c’hoant da vezañ menajer.ez, d’em staliañ en un ti-feurm a bado, oc’h ober stajoù e tier-feurm all.
Pierre-Yves Panse en deus graet ar stummadur etre miz Du 2020 ha miz Du 2021 ha Pauline Cabaret a zo menajerez e Rostren hag ezel deus ar C’honfederasion Peizant.