An dibenn-sizhun-mañ e oa aozet week end al liested e Kergrist Moeloù gant ar gevredigezh Cicindèle. C’hoant en deus bet Ronan Mener, bet rener ‘pad pell, degas dañvez preder d’an dud ‘bar vro diwar-benn liested an natur. Atelieroù, taolioù krenn, c’hoarioù evit ar vugale, levrioù da werzhañ a oa kinniget d’an dud deus ar gwener betek ar sul, dezho da anavezout gwelloc’h an natur.

Marie-Laure Groix, ezel deus ar gevredigezh a gont deomp pezh he deus bevet ha gwelet an dibenn-sun-mañ.
Rolan Mogn en deus kinniget ur c’honfereñs diwar benn ar plant hud hag an doareoù poblel d’ober gante.