E kreizenn Ti Menez Are, savet 30 vloaz ‘zo ‘ba Brasparzh, e vez kinniget evit an trede gwezh, ur festival foto loened. Savet e 2018 gant izili deus ar SCIC Ti Menez Are, fotografourien a galite anezhe, ar festival foto a ginnig fotoioù bras pe bras divent memes ‘ba Ti Menez Are ha kumuniezh kumunioù Menez Are, abaoe ar 15 a viz Mae betek ar 15 a viz Here. Stephane Merrer, rener Ti Menez Are a gont hirorc’h deomp.