Al lojeiz. Sell aze ar pezh a zo er bloaz nevez-mañ war spered skipailh Olivier Charles, maer Bulad-Pistien, ur barrouz diwar ar maez, hanter-hent etre Gwengamp ha Rostrenn. N’eo ket aezet en em lojañ war ar gumun kar n’eus ket kalz tier da feurmiñ pe da brenañ. Met tri di a oa bet prenet gant ar gumun e miz Kerdu 2020. Kempennet e vefont e sell da zegemer tud yaouank ha reoù gozh ivez war un dro. Resisaet e vo an traoù e-kerzh ar resped met lañset eo an afer bopred. Pennad-kaoz gant ar maer e-kreiz ar bourk…