N’eo na loen, na plant, na tok touseg, ar blob, Physarum polycephalum en latin flour, a zo un dra, ur gellig, gant meur a galon enni. A liv melen, bevañ a ra er c’hoadeier, n’em ledan a ra buan tre ha gouest eo da zeskiñ traoù. Gant-se eo bet roet dezhañ an anv Blob, anv ur film amerikan deus ar bloavezhioù 80.
An 10 a viz Eost, eo bet kaset bloped da Domaz Pesked, ar spasionote, staliet mare-mañ en ur station etrevroadel en egor. Eno e ra arnodennoù gant e vloped ha dre ar CNRS, Centre National de la Recherche Scientifique, en deus goulennet gant meur a glasad liseidi ober kement all. El lise Diwan eo bet, ar sun paset, studiet ar vloped ha graet un arnodenn gantañ : tapout fotoioù deus daou vlob ‘ba daou voest, unan gant kerc’h, unan all hep kerc’h.
Gwenael Le Bras, kelenner war ar biologiezh ha Youenn lisead a gont deomp pegen kevrinus eo an dra-mañ.