Keleier an embann e brezhoneg… Bep sizhun e kinnig deoc’h Magali Baron, deus Kuzul ar Brezhoneg, ul levr nevez deuet er maez ar wask !

Un istor karantez etre daou zen yaouank entanet o-daou gant ar yezh, ar vro, al lennegezh. Daremprediñ a reont metoù an Emsav evel ma oa er bloavezhioù 1920. Ul levr gant Abeozen, adembannet gant Mouladurioù Hor Yezh.

4 danevell gant Voltaire troet e brezhoneg gant Mark Kerrain hag embannet gant Sav-heol : « Cosi-Sancta », « Bababec hag ar fakired », « Istor beajoù Scarmentado skrivet gantañ e-unan » hag « Avantur en Indez ».

Istor Lizig, ur gorriganez vihan, diwar ijin G. TH. Rotman. Bet troet gant Loeiz Herrieu. Lennadenn gant Daniel Doujet hag Anaig Lucas, heuliet gant sonerezh savet gant David Le Port.

Un istor karantez, eil romant Filip Oillo…

Lodenn gentañ avanturioù dreistordinal ar pemp haroz bet ijinet gant Jules Verne. Troidigezh gant Stefan Carpentier.

Oberenn vrudet Ray Bradbury lakaet e brezhoneg gant Alan Martel, embannet gant An Alarc’h.

Dalc’homp gant ar valeadenn kinniget gant Jo Tangi hag Al Lanv, da heul 100 plantenn eus ar vro…

Ur romant gant Jorj Abherve-Gwegen, embannet gant embannadurioù An Alarc’h, kinniget gant Magali Baron !

Er studiadenn-mañ e c’hallfet ober anaoudegezh gant istor Enez-Vriad, adal ar mareoù koshañ tre betek treuzoù ar XXIvet kantved.

Karned-beajoù Ekaterina Balobanova (1847-1927), rusianez barrek war danvez Breizh… Embannet gant An Alarc’h.

Ur romant a gas ac’hanomp dre stourmoù niverus ar bloavezhioù 1970 ha 1980, gant Goulc’han Kervella… Embannet gant Al Lanv.

Romant John Steinbeck troet e brezhoneg gant Yveline Le Don, embannet gant Mouladurioù Hor Yezh.

Eil romant Fulup Lannuzel, kinniget gant Magali Baron, e-kerzh an abadenn veure « Pikous-Dibikous »

Kontadenn Fañch an Uhel (1821-1895) a oa bet treset e-barzh Yod-Kerc’h e 1980 gant Tudu Huon. Adembannet eo bet nevez zo gant Al Liamm.

Al levr-mañ a zo anezhañ un dastumad a 888 pennad gant Martial Ménard bet embannet da Sul er gelaouenn Ouest-France etre 1998 ha 2016

Un torkad danevelloù gant Mich Beyer, embannet gant An Alarc’h.

Un niverenn ispisial diwar-benn Langleiz. War zigarez un diskouezadeg taolennoù gant an arzour diwar maouezed Breizh. Da welet e chapel an Ursulinezed, e Lannuon, betek an 9 a viz Here (2021).

Ur romantig nevez gant Goulc’han Kervella, beaj Mehdi, un divroad…