Baleadenn dre ruioù Gwengamp da heul Jean-Paul Rolland, prezidant Mignoned ar Glad, da glevet kontañ deus ur maner anvet « Otel ar moneiz ». Deusañ emañ dor vravañ Gwengamp, graet gant mein kizellet er 17vet kantved. Un nor lakaet da vonumant istorel. Met koachet eo ar binvidigezh-se diouzh daoulagad an dud. Ur stal a oa bet savet diraki, ur vouloñjeri a c’hallfe bezañ diskaret gant an ti-kêr pa ‘h aio ar bouloñjer en retred… Bet oa Tomaz Laken o konto gant Jean-Paul Rolland, o-daou neuint klasket tostaat deus tu-dreñv Otel ar Moneiz.

Sonerezh

Hélène Dalmard deus Mêl-Pistien (Kazetenn ar Vro Plin), Patrick Lefebvre, Angry Silence, Annie Ebrel