E-barzh liorzh ar c’henskoazell e Kallag e vez produet legumaj bio hag a vez roet d’an dud ha n’o deus ket aez da brenañ boued mat. Ha birvilh a zo eno er mare-mañ. Lañset zo ur projed broudañ loened hag evned da zont betek al liorzh. Gouennoù a bep seurt, kap da zebriñ al loened pe preñved hag a zo « fall » evit al legumaj !

Gi Yonkour, vetrinaer e Kallag, zo perzh er gevredigezh VivArmor nature, a zifenn an natur en Aodoù-an-Arvor. Kinniget en deus sikour tud Kallag da reiñ an tu d’ur bern evned ha loened da gavout bod ha boued el liorzh. En sell int da blantañ brousgwez, da sevel paneroù, boestoù pe klujoù…d’al loened ha d’an evned da gavout repu war-dro d’al lec’h ! Ul labour a servijo da dostaat kozh ha yaouank deus pinvidigezhioù an natur…