D’ar Sul 28 a viz Even e vo graet eil tro ar votadegoù-kêr sañset. Met e-barzh 1228 kumun diwar ar 1417 a zo en Breizh 5 departamant eo bet dilennet an dud en dro gentañ. Ha ba meur a lec’h neuze, e oa bet ret d’al listennad trec’het chom e penn an traoù daou vizvezh ouzhpenn ha merañ ar gwellañ m’halle enkadenn ar C’hovid-19. Ba plasoù zo eo bet stenn a-walc’h ar jeu, evel e-barzh Kallag, e-lec’h oa aet kazi 60 % eus ar mouezhioù gant strollad Jean-Yves Rolland, ha rasket ar skipailh kozh, kaset gant Lise Bouillot. Eizhtez zo oa bet staliet ar maer nevez hag e dud. Un nebeud goulennoù zo bet graet diontañ gant Tomaz Laken, hag eñ o tihan dont maez deus un emvod labour.