Adalek kreiz miz Gwengolo betek fin miz C’hwevrer…

Bep bloaz da goulz ar sezon chaseal e ta en-dro ar chase er c’homzoù publik. Un disparti krenn a seblant bezañ etre chaseourien hag enebourien ar chase. Ar gwalldarvoudoù – an dud lazhet pe al letonennoù difindaonet gant ar moc’h-gouez – zo kement a zigarezioù da lakaat bec’h etre an dud. Sell aze ur pennad-kaoz da ginnig deoc’h un nebeud elfennoù a-benn klask kompren petra eo ar chase… Bet omp o c’houlenn o soñj gant daou zen deus Tremargad. Dorig ar C’hras, a zo o terc’hen ur menaj pedagogel ha Job Jegou, a oa krog da chaseal 60 vloaz zo, pa oa triwec’h vloaz. Mont a rae da chaseal a-gaozenn digas un tamm arc’hant d’e dud d’ar gêr da sikour sevel e vreudeur hag e c’hoarezed vihan…