E Sant-Kleve ez eus ur marc’had d’ar meurzh da noz, etre 6e hag 8e : Marc’had La Talvera. Savet eo bet gant Claire hag Yvain Chambard ha kinnig a ra a bop seurt traoù, peadra da strollañ tud ar vro ha kaout peadra da zebriñ ha da evañ evit chom da ziskutiñ.

Pauline Le Péculier a zo bet stajiadez e RKB, bet eo eno d’ober un tamm reportaj.