Disadorn e oa bet klozet Gouel al Leger. Ur fest war-dro d’ar rinier a sav el lec’h anvet Penn Leger e Boulvriag. Mil kilometr a wazhioù-dour ac’h a d’en em deurel er mor e bae Lannuon.
Pemp bloaz warn-ugent zo e oa bet lañset ar gouel-se. Diskweladegoù, baleadennoù war-dro d’ar glad ha darvoujoù a bep seurt a oa bet e-pad an hañv. Un digarez ur wech ouzhpenn evit kumunioù, kevredigezhioù ha tud ar vro da lakaat ur bannac’h sklêrijenn war ar « ruban voulouz du », evel ma rae Anjela Duval eus ar rinier Leger. Pennad-kaoz gant Annie Bras-Denis ha Michelle Allès.