Gant Isabelle Caignard emaomp en ur vilajenn deus Karnoed. Isabelle a ginnig atelierioù evit treuzkaz traoù d’an dud, da skouer penaos ober paneroù gant plantennoù glas, kutuilh gwinizh ha gwinizh du, ober bleud, fardañ bara ha krampouezh, pe c’hoazh liorzhañ hag implijout teknikoù evit mirout legumaj. Kinnig a ra meur a blant evit hon abadenn. Peseurt plantenn a vo hiriv ? An turc’h! Selaouit ta !

« Ur blantenn, un istor », grit anaoudegezh gant bed ar plant dre mouezh tud ar vro, kinniget gant Florie ! Ur gronikenn e Pikous Dibikous !

An atersadenn adskrivet :

(M’ho peus c’hoant skoazell Florie da adskrivañ gwelloc’h an atersadennoù, e vefe he laouen ! He fostel dezhi ‘zo : floriethielin@gmail.com. Mersi deoc’h !)

Adskivet gant sikour Gweltaz Duval-Guenn

Geriaoueg :

« An turc’h, pe ba bro Rostren vije lâret « pisse-toutou » ivez, ha se zo « pissenlit ».
Pa zo turc’h b’ar jardin, n’eo ket gwall komod d’en em zibaras deus outo. Kar pa chom un tamm, memes un tamm bihan deus ar wrizienn, eo adpartiet pemzektez war-lerc’h. Pa vez tennet un tamm diouzh ar wrizienn, memes tra eo adpartiet gant ar peurrest.
A-hend-all se zo ur blantenn gaer, kar moaien zo debriñ ar gwrizioù, zo moaien d’ober « tisane » gante.
Boñ, se zo evit ar re neuint kudennoù yec’hed marteze, met a-hend-all an delioù zo moaien da zebriñ anezhe kriz en salad. Hag ar re-se zo c’hwerv met mat-tre evit ar yec’hed. En nevezamzer eo poent naetaat ar c’horf.
A-hend-all ar boutonoù fleur zo moaien d’ober evel kaprez. Da lakaat anezhe e-barzh gwinegr. Implij anezhe war-lerc’h ivez evel kaprez.
A-hend-all ar fleur da vat, zo moaien d’ober koñfitur gant deilioù, gant delioù fleur. Met ur bern fleur zo ezhomm, hag ur bern sukr, hag evidon blij ket re din abalamour zo re a sukr.
A-hend-all eo mat-tre evit ar gwenan ivez, kar gwelet e vez ur bern gwenan o tont war ar fleur turc’h pad nevezamzer. Marteze eo unan deus ar fleur kentañ diouzh ar bloaz ha dont a ra ar gwenan warne. Hag ar mel a teu war-lerc’h an turc’h hag a zo mel sklaer, mel kachimant gwenn.
A-hend-all zo un dra all zo moaien d’ober ivez gant lost ar fleur, zo moaien d’ober ur c’hwitell. Sell aze, ur bern traoù zo moaien d’ober gant an turc’h ! »

an turc’h = le pissenlit