Herie e kinnigomp deoc’h mont da heul Gireg Mouton. Desket en deus ar mod da vagañ gwez frouezh e bio, a-drugarez d’ur BPREA e Kernilien e-tal Gwengamp hag en deus heuliet deus a bell kentelioù graet e Metz, e Loren. Labourat a ra en ur verje gwez-avaloù e Langoad bep an amzer. Ha derc’hel a ra d’en em stummañ war ar vicher, tamm-ha-tamm… O paouez krouiñ e embregerezh emañ. A-benn bloaz e krogo da blantañ gwez da vat…

Bet e oa Tomaz Laken o pourmen gantañ dre e verjeoù, e Logivi-Plougraz, pas gwall bell deus an hent bras « roaial » a ra al liamm etre Roazhon ha Brest. Ha pugur emañ ar c’houlz, emañ o vont da zisplegañ kalz a draoù deomp war ar gwez ha war ar mod da blantañ anezhe…