Abaoe miz C’hwevrer emañ tud skolidi hentenn divyezhek an RPI Pleuzal-Runan o c’houlenn ma vo digoret ur post ouzhpenn a-benn gwellaat ar mod ma vez kelennet d’o bugale.

Disadorn e oa un toullad anezhe, deuet betek ti-skol o moused evit aozañ ar sal kinniget gant kumun Pleuzal hag a c’hallfe degemer ur c’hlasad all. Prest an traoù bremañ, eme tud ar vugale, ne vank nemet ur skolaer pe ur skolaerez !

Hiroc’h gant Amélie Leroy.

A-benn digwener e tlefe tud bugale hentenn divyezhek an RPI Pleuzal-Runan goût ha sikouret e vefont pe ne vefont ket.

Bopred int bet perzh ba’r bodadegoù aozet e-kerzh ar sizhun gant Divyezh a-benn difenn an hentennoù divyezhek deus ar skolioù d’al liseoù. Evel e Gwengamp dec’h da noz e-tal lise Auguste Pavie.