En desped d’ar prantad kraouiañ e chom okupet an teatroù. Muioc’h-mui a dud a gemer perzh evit reiñ an dorn, reiñ boued pe chom da gousket diouzh an noz ‘ba Montroulez. Muioc’h-mui a vanifestadegoù a bep sort a vez kinniget du-hont bemdez (yoga, violoñs klasel, stalioù skrivañ, peotramant prezegennoù digant ar sindikajoù) met ivez manifestadegoù e lec’hioù all (« Sirk an Absurdistan » e-tal ti Pol implij da skouer) ha bepred war ur mod habask ha difeuls.

Soutenet eo ar stourm gant Ti-kêr Montroulez hag aotreet gant ar prefeti. Al liammoù etre an teatroù ‘ba Breizh ha ‘ba Bro-c’hall ivez a zo stank (manifestadegoù boutin kinniget war un dro e meur a lec’h).

Bet oa Klariz Bailleul o kontañ kaoz gant Jean-Yves Gourvez, rener teatr Bro Montroulez

Ha bet oa ivez kostez Sant-Brieg, e lec’h ma zo tud oc’h okupiñ La Passerelle abaoe ar 16 a viz Meurzh, Christophe Correc en o-mesk