Ur reportaj e Logivi Plaeraneg lec’h ma vo ar festival deus ar 16 betek an 18 a viz Gouere 2021 : Noctambals, ur festival troet war dañsoù hengounel ar bed, aozet gant ar gevredigezh Bal&arts. Camille Mufraggi ha Baptiste Goichon a ginnig deomp ar festival.
Jean-Daniel Bourdonnay a oa ivez war eeun evit kaozeal deus an Erer Kozh, penaos eo bet aozet ar festival ar bloaz-mañ, al liamm gant ar c’hevredigezhioù, ar sonadegoù a zo bet…