HLBI, Hannoio lec’h Breizh Izel, sed aze anv ur raktres ambisius matgant ar pal embann 39 levrenn gant doareoù lâret, istor ha kartennoù un 60 000 anv lec’h bennak. Iwan Wmffre ha Loic Cheveau, yezhoniourien anezho o deus lañset an avañtur ha goulennet o deus digant Tangi Yekel, paotr Bear ha perzh deus al lec’hienn web Brezhoneg bro Vear da sikour anezho da zastum gerioù hag eñvorennoù an dud e bro Dreger.