Gant : Trifin Koig-Loquen

Marteze ne oarit ket gwall vat petra eo ar Back-Hold ? Ar gouren-se a deu deus Bro-Skos hag anveet eo ivez ‘ba hanternoz Bro-Saoz. Ur briata, ar groñj war skoaz eben, hag an daouarn peg-ha-peg a-dreñv he c’hein. Mont ‘ra ar maout ganac’h ma roit ul lamm d’ho enebourez pe ma teu da zistokañ he daouarn… Ur gouren kaer ha souezhus… ha disheñvel diouzh gouren ar Vretoned, evel ma lâr deomp Trifin Koig-Loquen, prezidantez Skol Gouren Louergad.