Goude un troc’h daou vloaz eo n’em staliet ar gompañunezh Panik e Kerochap e Melrand evit kinnig e abadenn nevez : Tabula Rasa. Un abadenn fent ha troioù hesk gant kezeg ha sonerezh war eeun a zo kinniget gante bep merc’her ha yaou da noz. Ar soner, Glen Doujet a gont hiroc’h deomp.