Evit abadenn Pikous DIbikous gentañ an hañv zo bet kaozeet deus pezh a c’hoarvezo dibenn-sizhun gentañ miz Gouere :

  • ur reportaj e Langoned gant Divi Kerneis ha Melan Boulig diwar-benn aozadur Gouel Broadel ar Brezhoneg a vo d’an 2 ha 3 a viz Gouere. (sonerezh : PLU / Digabestr / Emezi / Modkozmik)
  • un atersadenn war-eeun gant Anatole Hoyet-Renaud diwar-benn ar Pride a zo aozet en Oriant d’an 2 a viz Gouere da 2e30 hag ar stourmoù LGBTQIA+

Setu un tañva deus Gouel Broadel Brezhoneg 2019 :

M’ho peus c’hoant da gaout muioc’h a ditouroù ha da souten Pride an Oriant : https://t.co/totWqchwz6?amp=1