Tregont vloaz zo en devoa Diarmuid Johnson prenet un ti ba’r Chapel-Nevez. E-pad bloavezhioù eo bet o labourat en Alamagn, er Pologn, e Bro-Gembre… Desidet ‘n eus ar skrivagner dont en-dro da Vreizh da chom.

Ha lañset ar gaoz e-tal ur wezenn ivin kozh-douar !

Emañ war ar vicher troer evit komision Europa er mare-mañ ha derc’hel a ra da skrivañ barzhoniezh ha komz-plaen. Arlene en devoa peurlipet tamm diwezhañ un heuliad tri levr diwar mitologiezh Iwerzhon, Trilogiezh Tara.

Bloavezhioù zo en devoa kompozet ar ganaouenn Nerzh Kuzhet, kanet gant Annie Ebrel ha sonet gant ar strollad Dibenn…