Gant : Kristian Morzedeg, Janed Morzedeg

E penn kentañ ar bloaz 2020 oa serret stal patisiri Kristian Morzedeg. Tri-ugent vloaz zo oa bet digoret ur vagajenn gant e dud e Rostrenn. Kristian ‘n oa disket ar vicher gant e dad ha bet eo chomet dalc’hmat abaoe e-mesk ar c’hachennoù hag ar glianted. Cheñchet an traoù avat abaoe ar bloaz 1960 ha bihan an niver a goñversanted e straejoù Rostrenn hudu-an-deiz…