« Dominique Jouve, en quête de rencontres », ur pennad-kaoz gant paotr Plougernevel bet embannet e niverenn 265 ar gelaouenn Musique bretonne
Gwenvael Delanoe a gomz demp deus ar media nevez savet a-benn kas ul labour kazetenniñ dishual ha digabestr er vro
Pennad-kaoz gant Michel Queniat ha Gwennael Segalen ba Kerdennet, Gwerliskin, diwar-benn an embregerezh Du foin dans les sabots
Pennad-kaoz gant Olivier Charles, maer Bulad
Pennad-kaoz gant Jacqueline Gibson deus ar gevredigezh Océanide
Jef Fulup a gonta deomp deus ar c’honter Jañ-Louilh ar Rolland, bet ganet e 1904 e Tabrien, Kerne-Uhel
Da belloc’h e vo kaset dorioù-digor ar skolioù Diwan. Goulennet meump soñj ur skolaer deus Bro-Dreger
La littérature bretonne de langue française, gant Yoran Embanner. Un oberenn a-stroll graet dindan renerezh Paskal Rannou
Pennad-kaoz gant Jean-Yves Rolland, maer Kallag
An Arvest, barzhonegoù ha livadurioù diwezhañ ar barzh Bernez Tangi
Ur rekipe laezh-tev, graet diwar laezh gouennoù saout ar vro. Hiroc’h gant Marion Henry, produerez Gwell war menaj ar Buis Sonnant e Plougernevel ha Roje Abalan, peizant war ur menaj bihan e Kergonan, e Plouharnel
Emañ tud Radio Kreiz Breizh o tilojañ. D’ar Merc’her 20 a viz Genver e oa deuet ur bagad tud a-volontez vat da sikour diblasañ kartoñsoù hag all…
C’hoarvezout a ra traoù war an tamm douar pato-mañ me ‘lâr deoc’h !
E-skeud ur chanter arkeologel zo bet kavet e bourk Plounevez-Moedeg, en Aojoù-an-Arvor, un dra dic’hortoz. N’eo ket darbodoù an hini zo bet kavet nag ivez ostilhoù deus… →
Abadennoù diwar-benn ostaleri ar Seizh Awel er bloavezhioù 1980
Poent sevel an eor ! Everest ar meurvorioù, ar redadeg veur, emgav ar foeterien-morioù, distro eo ar Vendée Globe ! Bemdez, gant Marin, heuliit troioù-kaer ar skipperien hag o bigi, loc’het d’an eizh a viz Du eus traezhennoù Olonna evit… →
Adalek ar Gwener 4 betek ar Sul 6 a viz Kerdu e vo un « drive ar gwellañ gwin » e Kerdaniel, Ploulec’h.
Un dro-lavar, ur rimadell da selaou, da skrivañ en un tu bennaket, da zeskiñ ha da lâret war-lerc’h…
Adouilhañ
An hini zo sot hag a oar…
Ar c’houlz-mañ ‘r bloaz
Arri eo laosk e lêrennoù
… →
Un diellfilm diwar-benn Polig Montjarret zo bet graet nevez zo gant Philippe Guilloux, realizatour deus Karaez, « Polig Montjarret, un enfant du diable ». Ur film un eur hanter diwar ar soner ha dastumer brudet.
Ha sell aze un… →
Deuet eo er-maez pladenn gentañ Youenn Lange. Un dek gwerz ac’h a d’ober ar bladenn Rod ne’o. Gwerzioù a-gozh met ivez ur werz nevez gompozet gant un den deus Bro-Fisel. Un oberenn dreistordinal kaset da benn vat gant sikour al… →
Setu deuet er-maez pedervet ha diwezhañ levrenn « lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved » Frañsez Favereau embannet gant Skol Vreizh. Ur sammad traoù diwar al lennegezh diwanet diwar mare 1968. Un embannadur dezhañ un istor drol a-walc’h pa oa bet skrivet… →
A-benn nebeut e teuy er-maez pladenn gentañ ar strollad War-Sav ! Dre al lec’hienn HelloAsso e c’halle an dud abaoe un toullad sizhunioù souten anezhe. Hag aet eo ar bern en tu all da 10 000 euro…un taol-kaer !
Kaou… →
Div bladenn hag ul levrig da heul nevez deuet er-maez gant ar gevredigezh Dastum. Er rummad Breizh ar Broioù : Bro Fisel !
Ur gronikenn nevez diwar-benn ar gwenan hag ar re a vez war o zro, ar wenanerien. Tomaz en deus lakaet ba e soñj mont da welet anezhe bep sizhun… Un doare da ledañ deskamant war ar gwenan ha da reiñ… →
Peseurt mod e konta ar vrezhonegerien deus ar plantennoù zo tro-dro dezhe ? Toullo an douar a-benn kavout ur graoñenn douar ha dibiñ anezhi, teno ar groc’honenn deus dindan un delienn dule evit soanial ur boac’hadenn, troc’ho un dreujenn… →
« Champ d’expression », ur gejadenn etre bed an arzoù ha hini al labour douar a zo bet aozet evit ar bloaz c’hoazh e kreiz Breizh, gant ar gevredigezh La Fourmi.e.
E-pad ur pennad zo chomet arzourien hag arzourezed war peder… →
Ar Gindi, ur saonenn gaer e lec’h ma vije labouret al lin gwechall, kostez Minihi-Landreger. Marie Follezou zo bet o terc’hen un ostaleri enañ e-pad 27 vloaz. Ur c’hoñvers bet digoret gant he zud e miz Ebrel 1939, un toullad… →
Ul levr nevez diwar-benn Filomena Kadored, barzhez Bonen, e-kichen Rostrenen, zo deuet er-maez ar wask. Tri bloaz zo en devoa skrivet Michel Simon ul levr kentañ diwar oberenn gwerzaouet ar skrivagnerez, he c’hanaouennoù dreist-holl. Dalc’het en deus an hini… →
Anne Mirail a ra war-dro d’al lec’h titouriñ ar re yaouank e Karaez. Hemañ zo ur servij digoust ha dizanv. Emañ e-barzh ar C’HLAJ hag a vez o pleal e-pad ar bloaz gant ar buheziñ evit yaouankizoù Poc’hêr kumuniezh…. →
402 bost labour a c’hallfe bezañ diskaret en embregerezh Nokia e Lannuon. Diriaou (17/09/20) e oa en em dastumet un 200 a dud e Lannuon da gerzhal asambles etrezek klejoù an embregerezh. Michel Toupin, bet o labourat e-pad bloavezhioù… →
Un heuliad nevez zo da zonet gant Brezhoweb, ar chadenn nemeti e brezhoneg penn da benn, diwar-benn ar rimadelloù… Ur reportaj ba Kerozern, Ploubêr.
gant Dewi Siberil ha Daniel Giraudon
Ul lise vicherel, e liamm gant ar vro dost. Dont a ra tud yaouank d’en em stummañ eno hag aezet a-walc’h e vez kavet labour gante goude-se e-barzh ospitalioù hag EHPADoù ar c’hornad. Eno e vez kavet ul lec’h… →
Etienne Cabaret ha Christophe Rocher e-barzh Pikous-Dibikous diwar-benn « La marche des lucioles », pladenn nevez an daouad Cabaret-Rocher (label Musiques Têtues).
Hag un tamm kont ivez diwar an Octet Cabaret-Rocher a vo o seniñ digwener (02/10/20) da noz e sal… →
En distro-skol e oamp gant Padrig an Habask, rener Al Lanv, da gomz deus levrioù nevez deuet er-maez gant an ti-embann, hag en o-mesk, un torkad barzhonegoù berr kinniget gantañ e-unan.
Ul levr gant Máire Zepf ha Shona Shirley Macdonald,… →
Awen Prijan, Léandre Savineau, kañfarded an daouad FBL war-eeun abred diouzh ar beure !
D’ar Sul 28 a viz Even e vo graet eil tro ar votadegoù-kêr sañset. Met e-barzh 1228 kumun diwar ar 1417 a zo en Breizh 5 departamant eo bet dilennet an dud en dro gentañ. Ha ba meur a lec’h… →
Pennad-kaoz gant Brieg Guerveno, arzour, teknikour war ar son. Embann a ra e soñj diwar ar blegenn m’emañ al labourerien krog-diskrog er mare-mañ.
Penaos eo bet kont e-barzh EHPAD Keravel abaoe kreiz miz Meurzh ? Hag un toullad goulennoù all ouzh Rozenn Grall, klañvdiourez war dro d’ar reoù gozh e Karaez.
Ur pennad-kaoz gant Kita deus skipailh L’Envolée.
Hiroc’h war o lec’hienn internet…
http://www.lenvolee.net
Gant : Nolwenn Falezan
Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine
Petra zo da goan ? Tajin vejetarian !
Gant : Serj Falezan
Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine
Eil lodenn : Tan dindan ar chodourenn ha bec’h d’ar pato kig-sall mod ‘vez graet e kreisteiz Bro-Dreger !
Gant : Serj Falezan
Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine
Lodenn gentañ, eeuniñ an traoù : lemmañ ar c’hontilli, peilhañ karotez ha pato, ha dibluskañ onion !
A-benn un tamm amzer emichañs e vo moaien deoc’h gwelet ha klevet abadenn nevez Annie Ebrel. En em lakaet eo kanerez kreiz Breizh war un dro gant Ronan Pellen, Daravan Souvanna ha Clément Dallo da ginnig deoc’h un arvest kaer… →
Gant : Nolwenn Falezan
Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine
Al lip zo mat ! Kronikenn keginañ evit an dud konfinet ! Bep sizhun e vo kinniget deoc’h rekipe ur meuz bennaket da fardañ buan hag aes !… →
E miz Here 2019 oa bet pedet ar ganerez Marthe Vassallo da gomz deus ar preder ha deus ar skiant prenet ganti. An dra-se oa e-kerzh ur c’hendiviz aozet gant ar gevredigezh La Talvera, en Albi. Ar c’hollok-se, diwar intrudu… →
Laure-Line Inderbitzin, kelennerez vrezhoneg skolaj Gwer Halou Kallag diwar-benn ar raktres filierenn diyezhek.
Gi Yonkour zo bet veteriner e-pad 40 vloaz ba kanton Kallag. Hag e penn kentañ ar bloaz 2020 oa deut da vezañ « marc’heg urzh merit al labour-douar ». Ur vedailhenn ‘vo roet dezhañ kement hag anveout ur vuhez a labour war-dro… →
Gant : Fulup Kere, Liliane Thoraval
E miz Gwengolo 2019 oa bet lañset ul lisañs nevez e skol-veur Roazhon 2. Un aotreegezh vicherel FCIS (Formateur-Conseil Indépendant ou Salarié) opsion brezhoneg. Ur stummadur da vont war dachenn ar stummañ hag ar… →
Gant : Monique Masson
E 2009 an hini oa bet lañset ar gouel gant kumun Plouvagor, war digarez devezh etrebroadel gwirioù ar maouezed. Evit ar bloaz e c’hoarvezo traoù war seizh parrouz deus kumuniezh-kumunioù Gwengamp-Pempoull. Betek ar 15 a viz… →
Jean Ollivro, kelenner douaroniezh ha prezidant ar think tank Bretagne Prospective. Peseurt mod ober evit na rafe ket an douristelezh droug d’ar vro ? Evit ma vefe koazhet gant ar vro hep reiñ poan-gof dezhi ? Penaos ober evit ma… →
Gant : Trifin Koig-Loquen
Marteze ne oarit ket gwall vat petra eo ar Back-Hold ? Ar gouren-se a deu deus Bro-Skos hag anveet eo ivez ‘ba hanternoz Bro-Saoz. Ur briata, ar groñj war skoaz eben, hag an daouarn peg-ha-peg a-dreñv… →
Gant : Marino An Taleg, Nil Kaouisin
Emgav a-benn disadorn 22 a viz C’hwevrer e Kawan !
Gant : Kristian Morzedeg, Janed Morzedeg
E penn kentañ ar bloaz 2020 oa serret stal patisiri Kristian Morzedeg. Tri-ugent vloaz zo oa bet digoret ur vagajenn gant e dud e Rostrenn. Kristian ‘n oa disket ar vicher gant e… →
Gant : Gwendal Denez
Barzhaz Bihan Galiza, un dibab barzhonegoù galizek, lakaet e brezhoneg gant sikour kelennerien deus skol-veur Roazhon 2.
Gant : Erwan Hupel, Daniel Doujet, Anaig Lucas, Mich Beyer, Ólöf PétursdÓttir, Gwenola Koig, Jeannot Flageul
Un abadenn bet enrollet d’ar 26 a viz Here 2019 e Karaez :
Programm :
Erwan Hupel – Chuchumuchu (Al Liamm)
Daniel Doujet hag Anaig Lucas… →
Ur gontadenn gant Jermen Boutier
RKB-2018-0017
Fulup oa anvet « ar skañv » dre an askont ‘nije soñj deus netra. Un devezh ‘lâras e vamm dezhañ mont d’ar marc’had da glask ur pas-gloan dezhi. Hag Fulup ‘h eas d’ar marc’had.
Pa… →
RKB-2018-0017
JB : Da krec’h emañ ?
HB : Ya. Soñj ‘peus pelec’h ‘peus desket anezhi [ar gontadenn] ?
JB : Gant ma zad. Pa oan yaouank. Pa oan en oad a… Oh, me ‘meus klevet ar re-se alies heñ. Met pa oan arri… →
© 2021 RADIO KREIZ BREIZH — 02 96 45 75 75 — Haut de page ↑
Conception www.tryptyk.fr — Mentions légales