US Menez Bre Louergad a vo o c’hoari bolotenn ba’r Roudourou d’ar 15 a viz Mae ! Chañs vras en deus ar c’hlub D2 pa eo bet tennet d’ar sort e-mesk kant eizh klub warn-ugent eus Aodoù-an-Arvor, da geñver un darvoud aozet gant skipailh War-Raok Gwengamp evit ar wech kentañ.

« Joue-la comme un pro » a ginnig d’ur c’hlub amateurien c’hoari ur c’hrogad kampionad ba stad ar Roudourou, tre memes mod evel ma ra c’hoarierien a-vicher EAG ! Adverenn a vo roet d’ar c’hoarierien a-raok an abadenn, moaien ‘vo dezhe ober gant ar sal-wiskañ hag e vo graet un emvod-kelaouiñ gante a-raok ar c’hrogad. Ha dreist-holl e c’hoarifont war glazenn ar Roudourou hag e-keit-se e vo speaker ofisiel EAG o hopal d’ar publik ! Un devezh kaer evit an US Menez Bre ha Gi Konan, e brezidant ! Hag un « derbi » a vo deus ar c’hrogad-se war ar marc’had ! E-tal c’hoarierien Louergad e vo reoù an AS Benac’h, o enebourien douet !

Deomp da doullañ kaoz war letonenn Louergad gant Annie Joliff, a zo daou-ugent vloaz zo o sikour ar c’hlub, ha Telo ar Gag, un deus ar c’hoarierien…