« A la petite école du breton », sell aze anv ur gronikenn a vije embannet bep Sul e-barzh ar gelaouenn Ouest-france betek 2016. Ouzhpenn 800 pennad bet savet gant Martial Ménard diwar-benn gerioù ha troioù-lavar ar brezhoneg. Emañ Al Lanv o paouez bodañ e-barzh ul levr kaer an holl bennadoù-se. Ur vammenn dihesk a ouiziegezh dastumet e-barzh ul levr a blijo da galz a dud, sur ha n’eo ket marteze !
Pennad-kaoz gant Padrig an Habask, an embanner, hag Anne-Sophie ar Born deus Kuzul ar Brezhoneg, he deus graet war-dro an embann.