Ul lise vicherel, e liamm gant ar vro dost. Dont a ra tud yaouank d’en em stummañ eno hag aezet a-walc’h e vez kavet labour gante goude-se e-barzh ospitalioù hag EHPADoù ar c’hornad. Eno e vez kavet ul lec’h graet a-fetepañs-kaer evit tostaat ar skolidi da wirionez ar re a labour bemdez gant an dud. Abaoe miz Du 2018 e c’hall an nen bezañ stummet eno war ar mod da sikour an dud dalc’het ba o c’horf. Ha kement-se a-drugarez d’un ostilh a vez graet « simulateur du vieillissement » anezhañ en galleg…

www.lyceexaviergrall.fr