« Champ d’expression », ur gejadenn etre bed an arzoù ha hini al labour douar a zo bet aozet evit ar bloaz c’hoazh e kreiz Breizh, gant ar gevredigezh La Fourmi.e.
E-pad ur pennad zo chomet arzourien hag arzourezed war peder feurm, dezhe da sevel oberennoù staliet war blas, liammet gant an endro pe c’hoazh ar vuhez war ar menaj.
Er bloaz-mañ emañ an diskweladegoù e Sant-Nigouden, Mêl-Karaez peotramant c’hoazh Kermaria, e Lokarn, war menaj bio Philippe ha Martine Kamuz.
Aze eo bet chomet Félicité Landrivon e-pad teir sizhun a-benn kinnig oberennoù e liamm gant ar pezh ‘deus bevet e-keit ma oa en rezidañs…
Demp da heul Martine Kamuz betek oberennoù an arzourez… Ar re-mañ a oa lakaet mat ba loch al leueoù hag e-giz-se bopred neuint ket bet glav war o fenn…