Abaoe un toullad bloavezhioù bremañ e vez harpet an treiñ lennegel e brezhoneg gant Ofis Publik ar Brezhoneg ha Rannvro Breizh. Arlene c’hoazh e oa deuet er-maez ur forniad oberennoù deus al lennegezh etrebroadel, troet en hom yezh. En o-mesk On the road, ul levr brudet-kaer, deuet da vezañ arouez ar Beat Generation, evel e oberour, ar skrivagner ha barzh amerikan, Jack Kerouac.

Kristian ar Braz an hini eo en deus kroget e-barzh troidigezh an oberenn veur-se ha kaset anezhi da benn vat. Meur a skrivagner all en deus bet troet e brezhoneg : John Steinbeck, Jack London, J.D. Salinger peotramant c’hoazh an iwerzhonad John MacGahern. Skrivagner eo ivez. Daou dorkad danevelloù zo bet embannet diwar e bluenn yac’h : Rebetiko hag istorioù all ha Kroashent-tro (2020).

« War an hent », troet diwar ar saozneg gant Kristian ar Braz, zo bet embannet gant Al Liamm. Tammoù lennet deus al levr a c’hellfet kavout war lec’hienn Radio Ribin, webradio Menez Are.