Ul levraoueg zo bet savet nevez zo e skol Diwan Gwengamp !
Gant ar skipailh pedagogel eo bet lakaet war droad, asambles gant tud ar vugale ha tud ar c’huzul skoazell. Ur sal eus skol Diwan Gwengamp zo bet kempennet a-benn reiñ tu d’ar skolidi da zistennañ, da lenn levrioù brezhonek… Reiñ c’hoant d’ar vugale da lenn evit o flijadur, sell aze pal an afer, evel ho peus komprenet… Ur pennad kaoz gant Ivona Konan, mestrez-skol e Diwan Gwengamp.