E Gwengamp dimeurzh d’abardae-noz e oa bet war-dro 150 den o respont da c’halv ar sindikajoù. Gante e oa bet lakaet ar gaoz war efejoù drastus reform asurañs an dilabour met ivez war sujed ar management en embregerezh Lidl. Ur miz zo e oa en em zistrujet ar vaouez a oa e penn ar vagajenn Lidl e Lambal. An doareoù merañ an dud en embregerezh a vefe pennkaoz d’he marv.

E kreiz an traoù e oa ivez an nec’hamant evit a sell amzer da zont an ospital, hag a zo e Pabu, chouk da Wengamp. Reportaj war blas…