Bet eo lakaet diaes ar c’hreizennoù-degemer hag ar c’hampoù-vakañsoù e brezhoneg en daou vloaz tremenet. N’o deus ket bet droad da vezañ digoret ordin. Kalz nerzh zo bet lakaet da sevel traoù a zo bet nullet alies goude-se. Gant ar Pass Yec’hed hag ar Pass Vaksinañ zo deuet diaezamanchoù all ha startoc’h eo desachañ an dud er mare-mañ dre vras.

Spi a zo memes tra e vo moaien da ginnig d’ar re yaouank prantadoù dudi a-feson a-benn bremañ. Evel ba Ti ar C’hoajoù, er Chapel-Nevez, e lec’h zo bolontez gant Rozenn an Dreo hag he skipailh da zegemer e-leizh a dud er mizioù a zeu…

Vakañsoù miz C’hwevrer. E-pad tri devezh ha div nozvezh o devoa gallet 8 plac’h yaouank kemer perzh e-barzh ur staj poderezh e Ti ar C’hoajoù, er Chapel-Nevez. E-leizh a blijadur o doa bet o pourmen hag o c’hoari er c’hoajoù hag oc’h ober beilhadegoù diouzh an noz, e kompagnunezh o animatourezed, Lara ha Trifin Koig. Turgnañ ha stummañ ar pri o devoa graet hend-all, gant sikour Elen Mestr, poderez a-vicher er C’houerc’had, e-kreiz Bro Dreger. Tomaz a oa bet e Ti ar C’hoajoù deiz diwezhañ ar staj… Selaouomp Elen hag ivez un toullad merc’hed deuet deus pell a-walc’h d’ober anaoudegezh gant burzhudoù ar poderezh…

www.centre-foretbocage.bzh

E-kreiz miz C’hwevrer e oa bet un toullad buhezourien ha buhezourezed e Ti ar C’hoajoù ar Chapel-Nevez, o heuliañ ur staj teorikel diwezhañ a-benn tapout an DARE, an diplom a ro an tu da vezañ rener pe renerez ur c’hamp-vakañsoù e brezhoneg. Deus meur a lec’h e Breizh e oa deuet tud d’en em varrekaat war ar buheziñ : deus Menez Are, deus Douarnenez pe c’hoazh deus Bro-Gwened. Emañ ar c’hreizennoù-degemer hag an aozerien kampoù-vakañsoù en birvilh er mare-mañ. Dav eo dezhe labourat da zesachañ bugale ha krennarded etrezek o c’hinnigoù ha ret eo dezhe luskañ tud yaouank da zont d’en em stummañ war micherioù an animañ. Awena Baron-Courtet, deus an UBAPAR, kevredigezh ar buheziñ war ar maez, a lâr deomp he soñj. Met krogomp gant an danvez renerien ha renerezed kampoù. Anjela Stefan, renerez ar staj DARE, a gomz deomp diwar o fenn…

Hiroc’h war ar stajoù evit ar vuhezourien ha war ar c’hampoù-vakañsoù war al lec’hienn ubapar.bzh pe c’hoazh war ul lec’hienn nevez, gouestlet d’ar c’hampoù e brezhoneg hag e gallaoueg, vakansou.ubapar.bzh