An evn a vez graet « courlis cendré » diontañ en galleg a zo anvet « kefeleg-mor » en brezhoneg. Emañ al labous-se, evel kalz a reoù all, war listenn ruz an UICN, an Unvaniezh etrebroadel evit gwareziñ an natur. En dañjer emañ da vont da goll er Frañs.

Adalek penn kentañ an nevez-amzer e vije gwelet an evn-se o kuitaat aodoù Breizh, da vont da lanneier kreiz ar vro d’ober e reoù vihan.

Hudu-an-deiz n’eo ket un dra ordinal ken gwelet anezhe en douaroù.

E Menez Are an hini eo e vez gwelet ar c’houblajoù diwezhañ.

Met gwechall e vijent gwelet ivez o tont da greiz Breizh…

Henri Morvan en deus soñj mat deus ar « paotr-saout lannioù » evel ma vez graet deusañ war ar maez.

Soñj en deus gwelet anezhañ pa vije o vêsañ saout ba lannioù Botkol, e Sant-Nigouden.

Kavout a rae an evn kelion ha preñved a bep seurt da zebriñ e-mesk ar c’haoc’h-saout.

An dra-se a oa pa vije gwelet c’hoazh saout o peuriñ ba lanneier ar vro…

War a seblant eo aet kuit ar « paotr-saout lannioù » deus Kreiz Breizh. Hag e Menez Are ne chome nemet un 20 koublad bennaket anezhe e 2017.

Darn a stourm, evel tud ar gevredigezh Bretagne Vivante, evit gwareziñ endro an evned-se, evel lanneier ar C’hragoù hag ar Vergamm, ur pemzek kilometr bennaket deus Montroulez.

Stourm a reont ivez evit ma vo miret er bloavezhioù da zont ar yalc’had roet gant Unvaniezh Europa da falc’hañ al lannioù hag e-giz-se derc’hel d’an ekosistem-se.