Un diellfilm diwar-benn Polig Montjarret zo bet graet nevez zo gant Philippe Guilloux, realizatour deus Karaez, « Polig Montjarret, un enfant du diable ». Ur film un eur hanter diwar ar soner ha dastumer brudet.

Ha sell aze un digarez da vont da welet Marsel Roparz, bet unan deus oberourien an adlañs sevenadurel breizhek war-lerc’h an eil brezel bed. Gwelet e vez e-barzh film Philippe Guilloux o kontañ deus Polig Montjarret pa ‘neus bet anavezet anezhañ mat-tre.

Diwar-benn Polig Montjarret