Deomp da Speied, da lakaat ur bannac’h dour-tan e-barzh an oto… Ral a-walc’h eo gwelet stasionoù war ar maez met abaoe ar c’hentañ a viz Kerdu zo unan nevez-flamm ba kroashent Kroas-houarn, lec’h ma tremen alies a-walc’h tud Speied, Landelo, Sant-Hern ha Gourin…

En em lakaet eo asambles kêr Speied hag an embregerezh Lollier Energie a-benn kinnig ur servij tost d’an dud. Lollier Energie zo ur stal dek den enni. Un embregerezh bet ganet e 1969, ba Speied just a-walc’h.

A-drugarez dezhe ne vo ket ret d’an dud ruilhal 10 km a-benn kerc’hat esañs ba’r gêr vras… Deomp da welet war blas, da heul Tomaz Laken. Emañ gant Michel Lollier, tad Alain Lollier, an hini en deus savet ar « Breizh Station » evel eo bet anvet !

Esperañs en deus Alain, mab Michel Lollier ho peus klevet aze, da werzhañ 800 000 litr dour-tan bep bloaz… Emichañs e sikouro ar « Breizh Station » da sachañ tud etrezek koñverchoù Speied…

A-hend-all e vo cheñchet doare an takad war-dro d’ar stasion evit gwellaat ar surentez. Ba Kroas-houarn e vo ret d’an dud ruilhal da 50 km/eur d’ar muiañ tout.