War-dro 200 skolajiad ha skolajiadez a oa gortozet a-benn an distro-skol-mañ e skolaj Plijidi. A-benn ar fin zo bet 17 den yaouank ouzhpenn o c’houlenn bezañ degemeret e skolaj Diwan Bro-Dreger. Betek deizioù kentañ miz Gwengolo he deus ar renerez Soaz Planteg-Rouzig enskrivet krennarded nevez.
Darn anezhe o tont deus skolioù divyezhek ar vro ha chomet o fri war ar gloued blam m’he deus nac’het ar rektoriezh digeriñ un toullad klasajoù e skolajoù divyezhek ar vro, evel e Kallag, Plouha, peotramant c’hoazh Lanmeur.
Goulenn a ra skipailh pedagogel Plijidi digant ar rektoriezh kaout peadra da gelenn d’ar grennarded evel zo gleet. Hiroc’h gant Gwenola Koig, en karg deus ar bedagogiezh er skolaj.