6 vloaz zo emañ Olier Bivig o labourat dindan departamant Aodoù-an-Arvor war-dro d’al lec’hioù tener a zo war bord an aod e hanternoz Bro-Dreger. Gant ar gwernioù an hini eo e vez ar muiañ a labour. Evit gwareziñ an ekositemoù-se e vez ret lakaat loened da beuriñ enne. Evel ba gwern Trêzhtel, en Tre(v)ou, ha ba hini ar C’hellenn e Trebeurden (poltred). Ur pennad-kaoz ma vez komzet deus ar binvidigezh a vez kavet en tachennoù-se ha deus ar mod da wareziñ anezhe.