Anne Mirail a ra war-dro d’al lec’h titouriñ ar re yaouank e Karaez. Hemañ zo ur servij digoust ha dizanv. Emañ e-barzh ar C’HLAJ hag a vez o pleal e-pad ar bloaz gant ar buheziñ evit yaouankizoù Poc’hêr kumuniezh. Emañ ti ar C’HLAJ ba’r ru vras, dezhañ un talbenn roz-flamm, n’eo ket diaes da gavout !
Ar servij titouriñ kinniget gant Anne Mirail a zo perzh eus ur rouedad broadel da gelaouiñ an dud yaouank war a bep sort sujedoù, an deskadurezh, ar micherioù, ar vuhez pemdez, an diduañs, ar vakañsoù, ar yec’hed, al lojeiz, an heñchañ…