Daoust ha produet e vo somoned e Plouizi un deiz bennaket ‘ta ?

E miz Even arlene e oa bet sinet un emglev-gwerzhañ etre dilennidi Tolpad-kêrioù Gwengamp-Pempoull hag un embregerezh eus an Norvej. 20 devezh-arat a zouar-labour prometet d’an embregerezh Smart Salmon da sevel ur pezh magerezh eoged 50 000 metrad karrez. Un uzin da vagañ, da lazhañ ha da dreuzfurmiñ betek 20 000 tonenn a besked bep bloaz. Met savet zo tud enep ar projed-se…

Pennad-kaoz gant Andre, deus Dourioù Gouez, ur strollad savet da stourm a-enep ar raktres…ba takad artizanerezh Kerizag, bord an hent bras, e lec’h m’emañ an uzin da vezañ savet.

Arc’hoazh e vo graet Malarje gante e Gwengamp, un dibunadeg badezet « Que la fête soit la lutte »…